PAIMPOL 7, 8 et 9 AOUT / FESTIVAL DE CHANTS MARINS

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas

PAIMPOL 7, 8 et 9 AOUT / FESTIVAL DE CHANTS MARINS

Message  Admin le Lun 27 Avr - 2:00



Avant goût d’un « Embarquement pour les Amériques » prometteur au mois d’août prochain : en partenariat avec le Festival du Chant de Marin, le Ciné Breiz de Paimpol propose un cycle « américain », du 6 au 12 mai. Quatre films sont à l’affiche. Frozen River, de Courtney Hunt, Une famille brésilienne de Walter Salles, J’irai dormir à Hollywood, de et avec Antoine de Maximy, et, pour les enfants, Le petit fugitif, de Morris Engel… Une traversée du continent américain, du nord au sud et d’est en ouest !

A noter que ce cycle se déroule pendant la semaine « Les Côtes d’Armor fêtent le cinéma », ce qui permet de bénéficier de tarifs très bas : 3 € la séance ! Et chaque spectateur se verra offrir l’autocollant et l’affiche du Festival du Chant de Marin. Une affaire ! Renseignements au 02 96 20 73 02 – www.cinemabreiz.fr.

http://www.paimpol-2009.com/pages/actualites.php
======================================================

Emañ Gouel Kan ar Vartoloded o vont da c’hwezhañ war e 20 c’houlaouenn e miz eost a zeu, ha da geñver an deiz-ha-bloaz-se eo bet fardet mat an traoù gant an aozerien.

Setu profet gante ur veaj dre ar sonerezh war-du an Amerik, gant un toullad anvioù meur e bed ar muzikoù eus an tu all d’ar meurvor Atlantel. Deuet eo Buena Vista Social Club, Lénine, Barbatuques, Mariana Caetano, Marissa Nadler… da glokaat ur programmadur hag a oa lipous mat dija, gant Yuri Buenaventura, Pascale Picard Band, Zachary Richard, Taboulinoù ar Bronx, Cocoon, Soft… Hep ankouaat ikon ar sonerezh rock, Marianne Faithfull.

Hag ivez ur programmadur breizhek a galite, o reiñ plas d’ar mailhonioù nevez (ar Groove Boys, Raggalendo, Skilda, Francis Jackson Project…) e-tal-kichen an hini gant piv eo (ad-)kroget pep tra : Alan Stivell. Ha krouadennoù, en o zouez hini 40 vloaz Bagad Lokoal-Mendon anvet « Kejaj », gant kalz tud pedet da seniñ pe da ganañ, da ambroug sonerien ar bagad (Gilles Servat, Louise Ebrel, Pascal Lamour, Dom DufF, Pat O’May…).

Ha c’hoazh kanoù martoloded e-leizh evel just, gant ar re henañ, an anvioù a bouez (Cabestan, Michel Tonnerre, Djiboudjep…) hag ar re nevez deuet war al leurenn vorel. Ur grouadenn gant Les Souillés de Fond de Cale ha Bagad Plouc’ha. Hag ouzhpenn 50 strollad, en o zouez un dibab : ar Johnson Girls, ur strollad shanty-women bamus o tont eus New-York.

D’ar 7, 8 ha 9 a viz eost e vo enoret ar sonerezh hag ar c’han war kaeoù Pempoull, ha kement-all c’hoazh bagoù ar verdeadurezh goad.

A-benn nebeut e vo roet deoc’h muioc’h a vunudoù, gant an teuliad kelaouiñ a vo kinniget da bellgargañ (e brezhoneg, e galleg pe e saozneg).

Marianne Faithfull

Graet eo, ha sinet, kanañ a raio Marianne Faithfull, « ejeriez » ar bloavezhioù Rock’n Roll, e Gouel Kan ar Vartoloded d’ar gwener 7 a viz eost war al leurenn Stan Hugill.

War-dro he zriwec’hvet deiz-ha-bloaz eo e oa deuet Marianne Faithfull e-barzh bed ar muzik. Andrew Loog Odham an hini eo, manager ar Rolling Stones, en doa dizoloet anezhi e 1964. E 1969 e oa deuet er-maez an titl "Sister Morphine" hag e 1979 ar bladenn Broken English, enni da skouer vrav ar "Ballad of Lucy Jordan". Ne baouezo ket ken neuze da grouiñ pladennoù, en o zouez an hini en deus skoet ar speredoù ar muiañ moarvat : Strange Weather (1987).

Un distro diouzh an dibab e dibenn ar bloaz paseet gant Easy Come, Easy Go. Klasket he deus an ikon skoazell Jarvis Cocker, Chan Marshall (Cat Power), Keith Richards, Antony and The Johnsons... An album, ul lodenn anezhañ o vezañ sonioù adkemeret digant kanerien all, a oa deuet er-maez e miz du 2008. Kroget he deus abaoe un droiad hag a gaso anezhi betek kaeoù Pempoull, neuze.

MEKKA AR C’HANOU MARTOLODED

Er bloaz-mañ eo bet pariet gant Gouel Kan ar Vartoloded war an digoradur, gant ur programmadur digoret frank, gant ar strolladoù « sonerezhioù ar bed » bet pedet da zont. Ul lodenn eus ar programmadur-mañ a zo bet dic’houeliet… ha ne bado ket pell ken a-raok na vefe graet kement all evit ar peurrest.

Ha c’hoazh koulskoude e chom ar Gouel, evel m’eo roet da c’houzout gant e anv, al lec’h meur evit ar pezh a sell ouzh ar c’hanoù martoloded : n’eus ket darvoud all ebet e Breizh pe e Bro-C’hall o reiñ kement a blas d’an doare sonerezh-mañ, ken dibar ha ken livek. Ha dibaot ar Gouelioù par dezhañ en Europa pe zoken war kevandirioù all… Da vat eo Pempoull la Mekka evit ar c’hanoù martoloded.

Eus kement-se eo test programmadur ar gouel e 2009 c’hoazh : kement hag hanterkant strollad ‘vo o kanañ ar mor d’ar 7, 8 ha 9 a viz eost a zeu, war kaeoù Pempoull. Strolladoù o tont eus… pep lec’h, ha dreist-holl eus Breizh evel just, met ivez eus Amerika, dre m’eo an Douar-mañ tem gouel Pempoull 2009.

Breizh : Michel Tonnerre, Djiboudjep, Cabestan, Les Matelots en Bordée, Hervé Guillemer, Soldat Louis, Taillevent (Sarzav), Babord Amures (Sant-Malou), Nordet (Molag), Abysskan (Pont-Aven), Ar Vag (Naoned), Cap Ouest (Gwenrann), Dames de Nage (Kemper), Diatonik Penn ar Bed (Bro-Leon), Fortunes de Mer (Binig), Grato$$e (Plouc’ha), Les Boulinerien (Plozeved), Les Fous de Bassan (Ar Poulgwenn), Les Gabiers d’Artimon (An Oriant), Les Gourganes (Dinan), Les Soucoulous (Plougastell), Maltavern (Bro Dreger), Rhum & Eau (An Oriant), Mouezh Port Rhu (Douarnenez), Les Voix du Four (Porspoder), Les Naufrageurs (Porzhig), Vents et Marées (Dinarzh), Les Gabiers du Canut (Presperieg), Captain Malo et Monig (Ar Groazig)

Hag arabat ankouaat kanerien ar vro-mañ : Les Souillés de Fond de Cale (krouadenn gant Bagad Plouc’ha), Cent Z’Escale, Charly et les Gaillards ha Kanerien Pempoull.

Aodoù Bro-C’hall : Marée de Paradis (Tocqueville Les Mûrs, Normandi), Les Tribordais de l’Ile d’Yeu, Choeur d’Hommes d’Yport (Normandi), Vent de Noroîse, Les Vents Marine (Rochefort sur Mer), Sur les Docks (Dukerd), Femmes de Marin (Granville), Chor’Hommes (Vrigne aux Bois – An Ardenn), Marinade (Cherbourg), Sol’Marin (Ar Vende), Les Brouilleurs d’Ecoute (Ar Roc’hell)

An Amerik : Bernard Simard (Kebek), Tom Lewis (Kanada), Les Moules Marinières (Kebek), Mille Sabords (Kebek), La Marée Chante (Saint Jean port Joli – Kebek), The Johnson Girls (USA)

Hag a lec’h all…

Daou distro hirgortozet : Stormalong John (GB) ha Banana Boat (Polonia), o doa graet berzh e 2005.

Dalc’hit soñj – bilhederezh :

Bilhedoù ha tikedoù-treziad Gouel Kan ar Vartoloded a zo bremañ da werzhañ war ar rouedadoù bilhederezh FNAC ha Ticketnet.

Mat eo da c'houzout e vo lakaet ar bilhederezh lec'hel e plas (e Pempoull ha war-dro) e kreiz miz meurzh (fred feurmiñ ebet).

Da c'hortoz, emgav a zo roet war internet war www.ticketnet.fr pe www.fnac.com, ha dre ar pellgomz er 0892 390 100 pe er 0892 683 622 (rakwelout fredoù feurmiñ ha fredoù kas).

Tu a zo ivez da brenañ plasoù er Frañs a-bezh, er stalioù Fnac, Carrefour, Géant, Hyper U, Leclerc, Auchan, Virgin Mégastore, Cora, Cultura, Le Progrès (rakwelout fredoù feurmiñ).

Prizioù :

A-raok ar gouel : treziad 3 devezh evit un den deuet, 30 € ; bilhed 1 devezh evit un den deuet, 15 € ; treziad 3 devezh evit ur bugel, 4 € ; bilhed 1 devezh evit ur bugel, 2 € (rakwelout fredoù feurmiñ ouzhpenn - digoust evit ar vugale dindan 6 vloaz, priz evit un den deuet adalek 15 vloaz).

War al lec'h, e-pad ar gouel : treziad 3 devezh evit un den deuet, 36 € ; bilhed 1 devezh evit un den deuet, 18 € ; treziad 3 devezh evit ur bugel, 8 € ; bilhed 1 devezh evit ur bugel, 4 €.

An embregerezhioù hag ar poellgorioù embregerezh o deus ivez an tu da brenañ Kartennoù-Embregerezh (titouroù er 02 96 55 12 77).

UR GWINDASK EVIT AR GOUEL

Kement ha pinvidikaat e abadennoù morel eo bet divizet gant Gouel Kan ar Vartoloded lakaat sevel ur gwindask, replik ur gwindask « mod kozh » evit bezañ resis. Al labour-se a zo bet roet d’ober d’ar chanter Conrath, lec’hiet war porzh Pempoull, kae ar Platier. Padet eo ouzhpenn kant eurvezh labour. Renet eo bet an oberiadennoù gant André Martin – en doa savet tres ar gwindask – hag Yves Le Saux, an eil hag egile o vezañ e karg eus lodenn vorel ar Gouel. Resevet eo bet ar gwindask gant skipailh ar Gouel (s.o. hon foto), ha diskouezet eo er mare-mañ e-barzh ti-bank ar CMB e Pempoull (plasenn Vermilion), hag a zo keveler ar Gouel. Evel just e vo tu deoc’h ivez sellet outañ o treiñ da heul ar c’hanoù labour war ar C’hae Nevez e-pad ar Gouel.

Yuri Buenaventura
Ar c’haner eus Kolombia, Yuri Buenaventura, a vo ‘barzh ar jeu, d’ar sadorn 8 a viz eost, war al leurenn Stan Huggill. Embannet eo bet ivez donedigezh Soldat Louis (d’ar gwener 7), hag hini Michel Tonnerre (d’ar sul 10). Ken ar c’hentañ evit keloù nevez !

Bilhedoù ha tikedoù
Bilhedoù ha tikedoù-treziad Gouel Kan ar Vartoloded a zo bremañ da werzhañ war ar rouedadoù bilhederezh FNAC ha Ticketnet.

Prizioù ar gouel 2009 a zo bet divizet :

A-raok ar gouel : tiked-treziad 3 devezh evit un den deuet, 30 € ; bilhed 1 devezh evit un den deuet, 15 € ; tiked-treziad 3 devezh evit ur bugel, 4 € ; bilhed 1 devezh evit ur bugel, 2 € (rakwelout fredoù feurmiñ ouzhpenn - digoust evit ar vugale dindan 6 vloaz, priz evit un den deuet adalek 15 vloaz).

War al lec'h, e-pad ar gouel : tiked-treziad 3 devezh evit un den deuet, 36 € ; bilhed 1 devezh evit un den deuet, 18 € ; tiked-treziad 3 devezh evit ur bugel, 8 € ; bilhed 1 devezh evit ur bugel, 4 €.

An embregerezhioù hag ar poellgorioù embregerezh o deus ivez an tu da brenañ Kartennoù-Embregerezh (titouroù er 02 96 55 12 77).

Mat eo da c'houzout e vo lakaet ar bilhederezh lec'hel e plas (e Pempoull ha war-dro) e kreiz miz meurzh (fred feurmiñ ebet).

Da c'hortoz, emgav a zo roet war internet war www.ticketnet.fr pe www.fnac.com, ha dre ar pellgomz er 0892 390 100 pe er 0892 683 622 (rakwelout fredoù feurmiñ ha fredoù kas).

Tu a zo ivez da brenañ plasoù er Frañs a-bezh, er stalioù Fnac, Carrefour, Géant, Hyper U, Leclerc, Auchan, Virgin Mégastore, Cora, Cultura, Le Progrès (rakwelout fredoù feurmiñ).

Ur c’horn eus ar ouel...

Skipailh Gouel Kan ar Vartoloded en deus damzic’houeliet ar program 2009 (d’ar 7, 8 ha 9 a viz eost) pa oa er Saloñs ar Bagoù, e Paris, d’ar 6 a viz Kerdu.

Sañset hon defe tro da glevet war porzh Pempoull arzourien evel Daniel Mélingo (Arc’hantina), le Vent du Nord (Kebek), Pascale Picard Band (Kebek), Zachary Richard (Louizian), Taboulinoù ar Bronx (eus ar Bronx !), Alan Stivell (Breizh), Cocoon (eus menezioù an Auvergne betek plaenennoù ar Midwest…) hag ar Goristed evel just (Breizh).

Da vezañ meneget ivez donedigezh La Marée Chante, ul laz-kanañ hiliennet eus Saint Jean Port Joli, ur gêr e Kebek ma vez dalc’het bep bloaz ur Gouel Kan ar Vartolod.

Evit ar pezh a sell ouzh ar bagoù e c’heller ivez embann donedigezh flodad ar Steredennoù Mor (an Etoile de France, an Etoile Polaire, an Neire Maove…).

Tikedoù-treziad Nedeleg lakaet e gwerzh war Ticketnet

Ur menoz evit ho profoù da geñver Gouelioù fin ar bloaz : 500 tiked-treziad Nedeleg a zo lakaet e gwerzh war www.ticketnet.fr e priz ar bloavezh 2005 ! (22 € evit an dud deuet, 4 € evit ar vugale, + frejoù feurmiñ).

Admin
Admin

Nombre de messages : 716
Date d'inscription : 08/02/2006

Voir le profil de l'utilisateur http://specialillustrateurs.graphforum.com/

Revenir en haut Aller en bas

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut

- Sujets similaires

 
Permission de ce forum:
Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum